Falun

Lise Kristina, e Falun

Falun (distaget [ˈfɑːˈlɵnː] e svedeg) zo ur gêr eus kreiz Sveden, e kontelezh Dalarna ("Dalarnas län") hag e proviñs istorel Dalarna. E 2010 e oa 37 291 a dud o chom e kêr ha 56 894 a annezidi a oa er gumun.

Brudet eo Falun abalamour d'ar mengleuzioù kouevr a zo er c'hornad. Lakaet eo bet, abalamour d'ar mengleuzioù-se ha da hêrezh c'hreantel ar gêr war roll lec'hiennoù glad ar bed gant UNESCO abaoe 2001.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search